• Demat deoc'h,

     

    Kavet e vo amañ testennoù e brezhoneg, barzhonegoù pe danevelloù berr anezho, bet skrivet ganin abaoe bloavezhioù.

    Ne skrivan ket mui abaoe ur prantad, n'ouzon ket re perak...

    Spi am eus n'eo ket deuet da vezañ sec'h da vat ar vammenn...

    Un nebeut testennoù a zo bet dibabet gant strolladoù 'zo: ar strollad "Glaz" en deus enrollet "Mestr an Noz". Al laz-kanañ "Mouezh Paotred Breizh" en deus enrollet, "Samain", "An aval hag ar c'halis", "Iliz Kozh"... Ar barzhoneg "Rozenn" a zo bet embannet e-barzh un dastumad barzhonegoù karantez gant Mouladurioù "An Alarc'h".

    An danevell bihan "Missa" a oa bet kinniget d'ur genstrivadeg bet aozet gant Emglev Bro-An Oriant". Ur priz am boa bet da geñver-se.

    Ar peurrest, n'em eus ket lakaet an holl zañvez, a zo chomet e donder ma urzhiataer abaoe bloavezhioù.


    Evezhiadennoù: Sañset ez eus tu da vrasaat ar pajennoù barzhonegoù. Evit an daou zanevell em eus lakaet ul liamm evit pellgargañ anezho. E stumm Word emaint.


    Trugarez deoc'h evit ho kweladenn,

    Plijadur deoc'h,

    Patrick

    Chomlec'h evit kas ho soñj pe evezhiadennoù:

    patrick.corlay@orange.fr

    Diwallit !  Al liamm "contact" e lein ar bajenn-mañ ne ya ket en-dro.




    your comment

  • your comment

  • your comment

  • your comment